28/04/2009

Ur skol-veur ma voe div

Kartenn o tiskouez Llanbedr Pont Steffan ha Caerfyrddin... div gêr, ur skol-veur

Dre ma ne oa ket tu da zirouestlañ kudennoù arc’hant Skol-Veur Llambed (Llanbedr Pont Steffan) e voe diviziet, e miz Kerzu warlene, hec’h unaniñ gant Skol-Veur an Dreinded e Caerfyrddin (Carmarthen). D’ar 16 a viz Ebrel, neuze, e oa bet embannet anv ar skol-veur nevez: Prifysgol Cymru y Drindod Dewi Sant (‘Trinity Saint David’ e saozneg), un anv eus an divalavañ, hep diskouez nag arz nag ijin!

Skol-Veur Llambed a oa ar c’hoshañ ensavadur e Kembre gantañ ar gwir da reiñ aotregezhioù, hag hec’h anv orin a oa Coleg Dewi Sant (St David’s College), pa voe krouet e 1822.

Eus an holl gêrioù ma’z eus skolioù-meur e Kembre, ez eo Llambed an hini ma’z eo kreñvañ ar c’hembraeg, evit d’ar yezh mont war ziskar er gevredigezh tro-dro evel e pep lec’h all, abalamour d’an divroadenniñ hag an enbroadiñ dreist-holl. Ar skol-veur avat, daoust ma vez kelennet kembraeg enni ha daoust ma veze, gwechall, dalc’het enni stajoù hañv hir evit deskiñ kembraeg, a zo saoz-tre he spered... hag a zo bet a-viskoazh, evit gwir. A bouez bras eo, evelato, evit armerzh ar gêr hag he zrowardroioù, ha n’ouzer ket c’hoazh pe efed en devo an unanidigezh war ar postoù.

No comments: