30/03/2009

Pet studier war ar brezhoneg zo en Aberystwyth (2008-2009)?

Aliezik e saver ar goulenn-se ouzhin. Evit gwir, n’eus ket kalz d’an ampoent. Tri studier zo e klas deraouidi an eil semestr ha tri a oa e klas ar semestr kentañ ivez. An tri en eil semestr zo bet desket kembraeg ganto pe er skol pe goude, ha ral a-walc’h eo ar gembraegerien a-vihanik a glask deskiñ ar yezhoù keltiek all. E klas ar skoseg n’eus nemet daou studier, ha kembraeger a-vihanik ebet, evel-just. War an holl ne wel ket ar gembraegerien a-vihanik e sell stourm ar yezhoù bihan outo, am eus aon. An tri studier war ar brezhoneg e klas an deraouidi a zo war o bloavezh diwezhañ er skol-veur ha neuze n’o devo ket tro da genderc’hel gant ar yezh amañ.

Ouzhpenn ar studierien zo bet meneget ez eus ur studier en eil bloavezh.

Bez’ ez eus ivez studierien dre bellgelennerezh, c’hwec’h anezho, ha daou eus ar re-se zo kembraegerien a-vihanik. Tud war an oad eo ar re er c’hlas-se, met emroüs-kenañ. Ur skrid-testeni a vez roet d’ar re a heuilh ar c’hentelioù dre bellgelennerezh, gant ma tapont un notenn uhel a-walc’h. Siwazh, war a seblant, e fell da renerien ar Skol-Veur lakaat termen d’ar c’hentelioù-se ha n’ouzer ket ha kinniget e vo biken c’hoazh ar brezhoneg dre bellegelennerzh evit an deraouidi. Spi zo da goaut e vo ur c’hlas eil bloavezh e 2010-2011 evelato.

Klask a reer sachañ muioc’h a dud da studiañ brezhoneg met n’eo ket aes, dreist-holl dre ma n’emañ ket niver ar studierien war ar c’hembraeg o vont war greskiñ, hag ivez dre ma’z eus kenstriverezh spontus etre rannoù ar skol-veur, pep rann o klask rediañ e studierien da chom da heuliañ modulennoù an danvez-studi-se kentoc’h eget reiñ dezho ar frankiz d’ober ar pezh a garfent - evit abegoù arc’hant, anat deoc’h. Kalz muioc’h a zanvezioù-studi a ginniger bremañ e-keñver ar pezh a veze kinniget gwechall, hag ouzhpenn-se e vez gwelet studi ar yezhoù evel un dra ziaes e-keñver traoù all, studi ar politikerezh pe studi ar mediaoù, da skouer. Lec’h zo da vezañ chalet gant niver ar studierien war ar c’hembraeg e skolioù-meur Kembre rak daoust ma lavarer ez a war greskiñ niver ar gembraegerien, nemet un tamm bihan kembraeg a oar ar braz eus an nevezkembraegerien, ket a-walc’h evit studiañ ar yezh er skol-veur. Memes kalz eus an nevezkembraegerien a studi kembraeg er skol-veur a vez klevet alies o saoznegañ kenetrezo.

No comments: