31/03/2009

Kevredigezh Kembre-Breizh e Breizh


Cymdeithas Cymru-Llydaw zo ur gevredigezh bet krouet e Kembre evit sachañ evezh Kembreiz war ar brezhoneg ha war stourm Breizhiz da virout o yezh, o sevenadur hag o hevelebiezh. Tamm-ha-tamm, avat, ez eo deuet da sachañ mui-oc’h-mui a dud eus Breizh, ar pezh a zo mat-kenañ, pa stard al liammoù etre an div vro. Dre ar gevredigezh e c’hall Kembreiz mont e darempred gant Breizhiz dedennet gant Kembre ha gouzout ivez pelec’h e c’hallont kaout brezhonegerien prest da vrezhonegañ ganto. A drugarez da labour Jacqueline Bidard (Gibson) e Landreger ez a niver hon izili e Breizh war greskiñ. Tregont zo bremañ.

No comments: