26/03/2009

Mil skrivagner evit sevel ur romant

Pedet eo an dud da sikour da sevel ur romant ...war blog Emgleo Breiz. Digor eo ar blog d'an holl, krouiñ ur romant a-stroll eo ar pal.

Savet e voe an digoradur gant Jean-Christophe Le Bozec ha meur a hini all zo bet o skrivañ goude.Pep pennad a vez enrollet war ar blog evel ma'z eo bet skrivet.

Gallout a reer implijout n'eus forzh pe zoare-skrivañ ha n'eo ket ret ober gant ur yezh desket hag uhel, na kennebeut gant un dro-bluenn boblek... N'eus forzh petra a vo mat.

Ar skrivagnerien a c'hall implijout anvioù-pluenn, mar karont. Diwezhatoc'h e vo embannet e stumm ul levr gant Emgleo Breiz.

Chomlec'h ar blog: http://1000pluenn.canalblog.com/

No comments: