14/03/2010

Taget ar servij kirri-nij etre Enez-Von ha Kerdiz

2 vilion lur saoz a zleoù zo en deus an embregerezh Highland Airways eus Inbhir Nis (Inverness) Bro-Skos a zalc'h ar servij kirri-nij etre Enez-Von ha Kerdiz e Kembre. Ur c'holl a ouzhpenn £400,000 en doa graet ar servij kembreat e 2008, daoust ma c'hallje bezañ bet implijet gant ouzhpenn 37,000 a dud abaoe 2007 pa voe roet lañs dezhañ.

Gant Kirsty Williams, renerez an Demokrated-Frankizour e Kembre ez eo bet daeet Carwyn Jones, ar C'hentañ Ministr, da ziskouez emañ a-du gant ur politikerezh glas ha paouez a skorañ ar c'hirri-nij gant arc'hant ar Vodadeg. Ieuan Wyn Jones, kannad evit Plaid Cymru war Enez-Von a seblant bezañ mennet da virout ar servij, ha lesanvet eo bet “Ieuan Air” gant darn.

Gant Jake Griffiths eus Strollad Glas Kembre ivez ez eus bet kavet abeg e gouarnamant Kembre. 'Nebeut a dalvoudegezh en deus bet ar servij evit lakaat kreisteiz ha hanternoz ar vro da dostaat an eil ouzh egile,' emezañ. 'Nemet evit mad un nebeudig izili eus ar Vodadeg hag un nebeudig tud a aferioù n'eo bet, ha ma ne vije ket ar Strollad Labour ha Plaid Cymru o kenstrivañ evit ar bastell-vro-se er mouezhiadegoù, ha ma ne vije ket is-Kentañ Ministr an ezel evit Enez-Von, diaes eo krediñ e vefe c'hoazh eus ar servij.'


Hervez Jake Griffiths e vefe furoc'h postañ arc'hant en hent-houarn etre Kerdiz ha Caergybi (Holyhead) hag adsevel an hent-houarn etre Caernarfon ha Bangor.

http://www.southwalesargus.co.uk/news/4873051.Jones_urged_to_scrap____Ieuan_air___/

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8560000/newsid_8565400/8565498.stm

http://wales.greenparty.org.uk/region/wales/news/Scrap-IeuanAir-and-invest-in-rail-link-to-Caernarfon.html

No comments: