05/04/2014

Breizh-Llydaw + Emvod Bloaz

En em zigareziñ a ran d'an holl n'eo ket bet embannet niverenn miz C'hwevrer eus Breizh-Llydaw. Aon am eus on bet fallgalonekaet un tamm goude bezañ kaset kuit eus ar Skol-Veur Gozh ha n'on ket evit prientiñ muioc'h a niverennoù, d'am ampoent da nebeutañ. 

Keuz am eus ivez n'eus ket bet dalc'het un emvod bloaz. Nic en deus lavaret e c'hallfemp en em gavout evit se e miz Here hag ur soñj mat eo, da'm meno. Neuze e c'hallimp breutaat ha fellout a ra deomp derc'hel ur stand en Eisteddfod 2015.

Deiziad an emvod bloaz a vo embannet amañ hepdale.


Rhisiart

No comments: