31/01/2014

Kollet gant rann ar c'hembraeg e salioù-kelenn, bremañ e vo serret an ti ma vez lojet ar gembraegerien e Skol-Veur Aberystwyth

Digoret e voe Neuadd Pantycelyn e 1951, met n’eo nemet e 1974 e teuas da vezañ un ti evit ar studierien kembraegerien anezho. A-raok ma oa bet krouet e veze dispartiet ar c'hembraegerezed en un ti hag ar gembraegerien en unan all. 

Ur gammed a bouez war-raok e oa diazezañ Pantycelyn, dre ma tu diwar neuze da grouiñ ur gevredigezh kembraegerien kreñv, unan hag a sache ar yaouankiz d’ar skol-veur eus pep korn ag ar vro. Bevañ a c’hallent e kembraeg bemdez hag a-hed ar wech. Evit an nevez-kembraegerien e oa tu da vezañ soubet er yezh eno. 
Neuadd Pantycelyn*

Pa oan deuet da Aberystwyth e oan chomet evit ma bloavezh kentañ e Neuadd Ceredigion, an ti ma veve ar gembraegerien, ar baotred hepken avat, kent reiñ Pantycelyn dezho. E-pad an noz, anat deoc’h e oa monedone dibaouez dre ur prenestr a-dreñv, rak n’eo ket evel menec’h e rene ar braz eus paotred an ti-se o buhez. Goude e oan chomet e Pantycelyn e-pad daou vloaz. N’on ket evit lavaret e plije din chom eno. Kazus e kaven ar boued a veze roet deomp, disasun hag unton ma oa ha hep an disterañ choaz. Daoust da se e oa dispar klevet ar c’hembraeg tro-dro din ha dont da anavezout gwelloc’h temz-spered ar gembraegerien hag o sevenadur.

Evit a sell ar savadur, n’er c’havan ket gwall blijus pa’z eo diginkladur gant trepasoù bras goullo ha teñval, un tamm evel un ospital hengounel.

Deuet e oa Pantycelyn da c’hounit ul lec’h anat e buhez sevenadurel Kembre. Eno e voe lojet miliadoù a Gembreiz yaouank hag eno ivez e voe krouet strolladoù pop niverus, evel Mynediad am Ddim, Doctor, Chwarter i Un, Y Trwynau Coch, Eryr Wen, Siencyn Trempyn, Harri go Ffes, Arfer Anfad hag Ysbryd Chouchen. 

John Davies, www.ipernity.com/doc/300373/29281919 an istorour brudet a oa rener an ti e-pad eizh vloaz, gant e wreg, Janet, a zo anavezet ivez evel skrivagnerez. Deuet e oa ar studierien da gemer perzh e gouelioù sevenadurel ar vro hag alies ez eo aet ar maout ganto e kenstrivadegoù an eisteddfodoù.

E dibenn ar semester-mañ (2014) e vo serret Pantycelyn, dre m’emeur o sevel tiez nevez evit ar studierien e penn uhelañ run Pen-glais. Un tamm mat keroc’h e vo da chom eno avat, ouzhpenn £1200 ar bloaz, ha ne vo ket a bredoù er priz-se kennebeut. Sachet ez eus bet evezh war an diforc’h etre ar prizioù evit chom el lojeiz evit ar gembraegerien e Bangor hag en Aberystwyth. Ouzhpenn £1000 marc’hadmatoc’h e vo e Bangor, hervez kont. Uheloc’h e vo live al lojeiz en Aberystwyth, a respont ar skol-veur amañ. 

N’eo ket ar prizioù hepken a laka ar studierien da vezañ nec’het. Kavout a ra dezho emeur o koll unan eus kreñvlec’hioù ar c’hembraeg hag ul lec’h tost d’o c’halon. El lojeiz nevez e vo savadurioù, ranndiez enno, lakaet a-gostez evit ar gembraegerien, diouzh niver ar re c’hoant ganto chom eno, met e Pantycelyn ez eus 6 a salioù boutin ha lec’h, neuze, evit pleustradegoù al laz-kanañ, hag evit emvodoù kuzulioù ha kevredigezhioù. Tro a vez ivez da gomz kembraeg er sal-debriñ hag er sal-degemer. Hervez “Yr Heriwr”, kazetenn gembraek ar studierien, el lojeiz nevez e vo digresket niver ar salioù boutin ha gortozet d’a laz-kanañ, ennañ ouzhpenn 1000 ezel, da bleustriñ en ur sal 4.5x5 metr. Kollet e vo ivez an anv hollvrudet Neuadd Pantycelyn war ar marc'had.

Manifestadegoù zo bet dalc'het gant ar studierien, met dre ma kav d'ar skol-veur e ra droug d'hec'h anv ez eus bet lavaret, war a gomprenan, e c'hall bezañ roet telloù-kastiz d'ar studierien mar kendalc'hont da vanifestiñ war douaroù ar skol-veur.


* Al luc'hskeudenn-mañ zo diwar: www.ipernity.com/doc/300373/29256669 

++++ ++++ ++++

d'ar 5 a viz Ebrel, 2014

O paouez embann emeur e vo dalc'het digor Pantycelyn. Stourm ar studierien zo bet gounezet! Ur c'haer a daol!

No comments: