Jill Evans, kannad gant Plaid Cymru e Sened Europa, he deus bet un dell-gastiz goude nac’hañ prenañ un aotre skinwel, ar pezh a zo ret e Breizh-Veur. Nac’het he doa ober se a-benn sevel a-du gant stourm Cymdeithas yr Iaith a-enep ar raktres da grennañ war zispignoù ar chadenn skinwel gembraek, S4C, ha da cheñch an doare d’he ren.
Er sizhun-mañ ez eus bet divizet gant Cymdeithas yr Iaith paouez a c’houlenn digant an dud nac’hañ prenañ aotreoù skinwel, dre ma’z eus bet graet, nevez zo, un emglev etre ar BBC hag S4C a-fed dazont ar chadenn betek 2017.
Ouzhpenn lakaat warni un dell-gastiz a £500 e ranko paeañ £75 all d’al lez-varn, hervez ar varnadenn.
No comments:
Post a Comment