07/09/2011

Hag anaout a raec'h Per Denez?

Emeur o prientiñ niverenn a zeu Al Lanv, a vo gouestlet ul lodenn vras anezhi da bPer Denez. Al Lanv ’zo ur gelaouenn drimiziek a gomz diwar-benn politikerezh, sevenadur ha lennegezh abaoe 1980.

Per Denez a skrive ingal er gelaouenn-se hag alies diwar-benn Kembre ha Kembreiz vrudet. Mar hoc’h eus anavezet anezhañ hag e vefe laouen skipailh Al Lanv o kaout ur pennad diganeoc’h (betek 1000 ger), kement-mañ er stumm a blijo deoc’h (testenn, skeudennoù, englyn, barzhoniezh...). Kasit mar plij ho pennad a-raok fin miz Gwengolo.

No comments: