05/04/2011

Kentelioù kembraeg e Landreger


N'eus ket tud a-walc'h ken evit derc'hel ur gentel gembraeg da sadorn e Landreger, met Jacqueline a ginnig en em gavfe ar re a zo dedennet d'ar 14 a viz Mae evit ar wech diwezhañ. Seblantout a ra e c'hall ar braz eus an dud mont di d'an deiziad-se. Er bloaz a zeu e vo klasket kaout un dibenn-sizhun kentelioù kembraeg, pe memes daou. Bet ez eus brezhonegerien e Glan-llyn er bloaz-mañ ha divizet e voe neuze e teufe izili zo eus Cymdeithas Cymru-Llydaw da Vreizh e-pad 4 devezh war-dro ar Pask 2012. Neuze e vefe aozet abadennoù etre kembraegerien ha brezhonegerien en ul lec'h bennak e Breizh (kenteliou kembraeg ha reoù brezhoneg diouzh ar beure, mont da welet ar vro asambles diouzh an abardaezh).

No comments: