01/04/2011

Emsaverien e Londrez o tifenn ar chadenn skinwel gembraek

Lobio yn Llundain 038 by Heledd ap Lobio yn Llundain 038, a photo by Heledd ap on Flickr.

Gwelet e vez S4C, ar chadenn skinwel gembraek, evel unan eus an arouezioù pouezusañ eus stad ar c’hembraeg hag eus lec’h ar yezh e buhez ar vro. Dazont ar chadenn zo en arvar avat. Ar raktres n’eo ket kas ar chadenn da get, met kentoc’h kinnig cheñch an doare d’he ren ha d’hec’h arc’hantaouiñ. Cymdeithas yr Iaith a wel ar c’hemmoù evel re hag a c’hallfe bezañ drastus, ha broadelourien Kembre, war an holl, a seblant bezañ nec’het pa’z eus komz eus kreñvaat dalc’h ar BBC war ar chadenn. Un ensavadur breizhveurat eo a zeufe da zisplantañ unan kembreat, emezer. Diouzh an tu all e c’haller goulenn daoust ha pegen dizalc’h eo S4C, forzh penaos, pa resev hec’h arc’hant eus Londrez? Ouzhpenn-se, mar bije e dalc’h ar BBC e c’hallfe dont da vezañ ur gwir chadenn gembraek ha n’eo ket unan ma vez troc’het pep abadenn gant bruderezh enoeüs e saozneg. BBC Alba zo paour a-walc’h e-keñver S4C hag adskignañ a ra ar memes abadennoù meur a wech; ur misi avat eo sellet ouzh ar chadenn-se, libr ma’z eo diouzh ar bruderezh. Meur a vanifestadeg zo bet dalc’het gant Cymdeithas yr iaith evit enebiñ ouzh raktresoù ar gouarnamant evit ar skinwel. Manifesterien zo bet o tirenkañ abadennoù, hag o vanifestiñ er straedoù. Goulenn ar ra ar gevredigezh ivez e chomfe an dud hep paeañ evit o aotre skinwel, dres evel ma raent gwechall pa voe nac’het krouiñ S4C gant an itron Thatcher. Hervez ar gevredigezh e talvezfe ar raktresoù: 1. e vefe digresket arc’hant ar chadenn dre ouzhpenn 40%, 2. e vefe renet gant ar BBC, ha 3. ‘e vefe roet d’ar vinistred e Londrez ar gwir da gas ar chadenn da get.’ Stourm a ra Cymdeithas yr Iaith koulz a-enep ar BBC evel a-enep ar politkerezh ar gouarnamant e Londrez, en ur lavaret o deus kenlabouret evit lakaat S4C war hent ar c’holl. D’an 30 a viz Meurzh e oa bet dalc’het c’hoazh ur vanifestadeg evit S4C gant Cymdeithas yr Iaith, e Londrez er wech-se. Roet e oa bet ganto d’ar gouarnamant ur skrid-goulenn bet sinet gant ouzhpenn 12,000 den. A-hend-all ez eus bet savet ur strollad all anvet Rhyddid Cymru (Frankiz Kembre) ha skrivet o deus ar re-se da Jermey Hunt, ministr ar sevenadur e Londrez, o c’houlenn un emgav gantañ evit breutaat afer ar skinwel. En o lizher e voe meneget komzoù Des Dalti, eus ar strollad republikan iwerzhonat Sinn Féin: ‘Evel Iwerzhoniz emañ ar gwir diazez gant Kembreiz da reiñ lañs d’o yezh ha d’he c’helenn.’ Mark Thompson, penn-rener ar BBC, zo bet o komz gant Cymdeithas yr Iaith ha disklêriet en deus emañ a-du gant ar skingas e kembraeg hag eo mennet da virout S4C ‘dizalc’h a-fed he renerezh’. ‘N’eo ket ar pal sujañ S4C ma teufe da vezañ lod eus ar BBC,’ emezañ.

No comments: