08/03/2011

Strolladoù kembraek o klask selaouerien e Breizh!

http://www.flickr.com/photos/53326223@N00/215836275/sizes/l/in/photostream/
Ur c'hembread, Norman Preis e anv war Flickr, meurig@yahoo.com , gant nebeud mignoned dezhañ, a zo o prientiñ ur veaj evit daou strollad pop kembraek. Div nozvezh a vo tremenet ganto e Breizh, e korn-bro Karaez-Plougêr hag e Roazhon.

Daoust ha den pe zen a vefe dedennet da reiñ tro dezho da seniñ dirak an dud, ur "gig" evel ma vez lavaret e saozneg?

E miz Mezheven eo e vo ar veaj-se, met seul gentoc'h seul welloc'h ma c'haller mont e darempred.... Anvioù ar strolladoù eo Cowbois Rhos Botwnnog, ha Jen Jeniro. Amañ e c'haller gouzout hiroc'h diwar o fenn:

www.myspace.com/cowboisrhosbotwnnog


No comments: