Un tunnel hent-houarn kozh nepell diouzh Caernarfon a vo troet e repu evit al loened ral, a lavar Servij an Endro hag ar raktres Kêrioù Kempenn kaset en-dro gant Kuzul Gwynedd.
Ar riboul, e-kichen roudenn divrodegoù Lôn Eifion, a vo serret ha krediñ a reer e teuio da vezañ annez eus ar c’hentañ evit al logod-dall hag ar frigribelled. Miret ar riboul a dalvezo e vo miret ivez ul lod eus istor greantel ar vro war un dro.
Gwynedd, hervez kont, zo e-touez annezioù pouezusañ ar frigribell en Europa.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8640000/newsid_8641700/8641786.stm
No comments:
Post a Comment