Hervez ar sontadegoù ez eo Labour ar strollad a raio ar muiañ a verzh e Bro-Skos en dilennadegoù lezennat da’r 6 a viz Mae. Ur c’hresk a 2% zo bet e niver an dud a lavar e roint o vot da Labour, hag evel-se o defe 36% eus ar mouezhioù.
War greñvaat eo aet an Demokrated-Franzkizour e Bro-Skos ivez, emichañs dre ma’z eo bet gwelet ken mat Nick Clegg, rener ar strollad-se er breutadegoù skinwel etre renerien an tri brasañ strollad breizhveuriat. An Demokrated-Frankizour a c’hallfe tapout un 20% eus ar mouezhioù.
SNP, strollad ar vroadelourien, zo digresket dregantad ar re prest da voeuzhiañ evitañ dre 6% -c’hoazh, a c’haller krediñ, dre ma n’eus ket bet roet tro d’e rener da gemer perzh er breutadageoù skinwel. 26% a Skosiz a votfe evit an SNP.
Gant abeg eo fuloret ar vroadelourien ha prest int da sevel ur prosez a-benn goulenn ma vefe cheñchet reolennoù ar breutadegoù skinwel.
War a hañval, daoust d’ar c’hemmoù en dregantadoù, e chomfe tamm-pe-damm heñvel an disoc’hoù Bro-Skos a-fed niver an deputeed gant pep strollad: Labour 40, SNP 7, Demokrated-Frankizour 11, Mirourien 7.
42% eus ar voterien koulskoude a lavar e c’hallfent cheñch o soñj a-raok ar 6 a viz Mae hag un 9% all n’o deus graet diviz ebet c’hoazh!
http://www.ipsos-mori.com/researchpublications/researcharchive/poll.aspx?oItemId=2596
No comments:
Post a Comment