Evit ar mare e Kembre ez eus komz er mediaoù eus niver an dud a sell ouzh abadennoù S4C, ar chadenn skinwel gembraek.
Hervez danevellskridoù zo e vez nebeutoc’h eget mil den o sellet ouzh abadennoù zo. Nebeutoc’h eget un abadenn diwar bemp a sach ouzhpenn 10,00 arvester, hervez kont.
Gant difennerien ar yezh ez eus bet tamallet da zen pe zen hag a labour gant ar skinwel bezañ roet ar stadegoù da’r wask a-benn klask ober droug d’ar yezh. Ret eo lavaret avat n’eo ket sklaer, sklaer, dazont ar chadenn en ur mare ma vo klasket espern arc’hant.
Keleier fall diwar-benn S4C n’int ket un dra nevez. E 2008 e oa bet embannet e veze 90,000 nebeutoc’h a arvesterien gant ar chadenn bep sizhun e 2007 eget na veze e 2006.
http://www.golwg360.com/UI/News/ViewNewsDetails.aspx?ID=10670
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_7440000/newsid_7449000/7449021.stm
http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2010/03/10/figures-reveal-failure-of-s4c-to-attract-tv-audiences-91466-25999157/
No comments:
Post a Comment