24/03/2010

Keleier mat evit al loened doñv... e Kembre hepken

Kembre eo al lodenn gentañ eus ar Rouantelezh-Unanet ma’z eo bet berzet ar c’holieroù a ro stokadoù-tredan d’ar chas ha d’ar c’hizhier. Da heul an diviz gant Bodadeg Vroadel Kembre e c’hall an nep o implij tapout un dell-gastiz, betek £20,000, pe neuze c’hwec’h miz en toull-bac’h. An emsavioù a labour evit gwirioù al loened, an RSPCA en o zouez, a zo savet a-du gant ar politikerezh-se.

Hervez kevredigezh ar re a ra ar c’holieroù, dre ma vo diaes ober war-dro loened zo e c’hallfe bezañ kaset muioc’h a chas hag a gizhier d’ar repuioù evito.

Ur 500,000 eus ar c’holieroù a ro stokadoù-tredan a vefe e Breizh-Veur, war a greder, ha kement hag 20,000 anezho e Kembre.

E Bro-Saoz emeur o c’hortoz disoc’hoù enklaskerezh a-raok divizout ha kriz eo reiñ stokadoù-tredan d’al loened pe n’eo ket; da Gembreiz, avat, e seblant gwall anat ez eo un doare diret d’o lakaat da sentiñ.

No comments: