20/03/2010

Dinac'h ar gwir da gaout strolladou-touidi kembraegerien anezho

Gant Claire Ward, Ministr ar Justis e Londrez, ez eus bet disklêriet ne vo ket roet ar gwir da c'houlenn jurioù ma oar an holl kembraeg. Hervezi ez eo pouezusoc'h e vefe dibabet an douidi dre zegouezh eget ne vefe kembraegerien anezho. Ret avat eo gouzout saozneg, yezh ar sevenadur breizhveurat, evit bezañ war ur juri.

Ar barner kozh Dewi Watkin-Powell a lavar ez eo souezhet e vije bet dinac'het ar gwir-mañ, rak hervezañ ez eo ar reizhded ar pep pouezusañ e n'eus forzh pe brosez, ha pa vez troet komzoù un test e c'haller fallgompren ha neuze nac'h ar justis. 'Pa vez ur meskaj kembraegerien ha tud n'ouzont ket kembraeg er juri,' emezañ, 'e vo lod o selaou an testeni ha lod o selaou un troer, hag evel-se e vo disheñvel ar pezh a glev an eil re hag egile. Dibab ur strollad-touidi n'eo ket ur c'hoari diñs.'

Ar barner kozh Dewi Watkin-Powell a lavar ez eo-eñ re gozh evit bezañ war ur juri, rak ne c'houlenner ket ar servij-se digant ar re tremen 70 vloaz.

Anavezet-mat e rakfe bezañ anv Dewi Watkin-Powell e Breizh, rak pa oa studier yaouank e oa bet kaset gant ar gelaouenn sizhuniek kembraek Baner ac Amserau Cymru da evezhiañ ar prosez a-enep Roparz Hemon. Hervez darn e c'haller krediñ e vije bet barnet Hemon d'ar marv panevetañ, rak o welet ur c'hazetenner eus an estrenvro war al lec'h ne felle ket d'ar pennoù-bras e Pariz bezañ gwelet re griz ha didruez, dreist-holl pa ne oa Hemon o stourm war tachenn ar sevenadur hepken.

No comments: