20/03/2010

Ar Pab ne zeuio ket da Gembre!

Carwyn Jones, Kentañ Ministr Kembre, en deus lavaret ez eo dipitet gant diviz ar Pab da chom hep ober un dro e Kembre pa zeuio da Vreizh-Veur e miz Gwengolo. Hervez an aotrou Jones e vefe kerseet tud dre ar vro a-bezh pa ne zeufe ket Benead amañ, hag eñ koulskoude o vont da Vro-Skos ha da Vro-Saoz.

Ret eo lavaret ez eus stad e meur a hini all ne vo ket gwelet e Kembre!

No comments: