22/02/2010

Ret kuitaat ar brezel en Afghanistan rak gounit ne c’hallor ket

Ret e vefe da Vreizh-Veur en em dennañ diouzh ar brezel en Afghanistan, hervez Elfyn Llywd, kannad a-berzh Plaid Cymru evit Meirionnydd Nant Conwy er sened e Londrez.

‘Lavaret em eus krak-ha-kren ma soñj, da lavaret eo ne gav ket din ez eo dleet deomp bezañ eno,’ emezañ. ‘Evit a sell ar baotred hag ar merc’hed bet kaset ganeomp d’ar vro-se avat e lavaran e tellezont bezañ skoret ha skoazellet. Hor miben hag hor merc’hed int.’

Elfyn Llwyd a garfe gwelet un arsav-brezel ma c’hallfe goude ul lu evit mirout ar peoc’h bezañ kaset d’ar vro gant ar Broadoù-Unanet.


‘En diwezh n’eo ket dre ar brezel e vo kavet un disoc’h met kentoc’h dre an diplomatiezh,’ en deus lavaret c’hoazh.

http://www.walesonline.co.uk/news/wales-news/2010/02/21/britain-must-quit-no-win-war-in-afghanistan-elfyn-llwyd-91466-25879937/

No comments: