22/02/2010

Lazhañ ar broc’hed- ‘ur raktres aheurtet’ gant gouarnamant Kembre

Hervez an Dr Chris Cheesman ez eo ‘aheurtet’ diviz gouarnamant Kembre, renet gant Labour ha Plaid Cymru war un dro, da glask lazhañ an holl vroc’hed en ur c’horn eus kreistez Kembre gant ar spi ma teuio an dorzhellegezh da vezañ raloc’h er saout.

An distruj a grogo e fin an nevezamzer, met ‘a-enep ar skiant emañ’ hervez ar skiantour hag an arbennigour-mañ. ‘Nebeut a ziforc’h a raio al lazhadeg, emezañ, ‘ma ra diforc’h ebet, ha ne vint ket evit lavaret pe efed en deus bet ar raktres dre ma vo ivez reolennoù nevez evit a sell an doare da ren ar saout. Un diviz aheurtet eo, a gav din, ha memes bremañ e vefe ret dezho cheñch mennozh.’

Kembraeg:
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8520000/newsid_8526900/8526930.stm

Saozneg:
http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/south_west/8525522.stm

No comments: