20/02/2010

Lod eus ur gentel gant Janig Bodiou, e devezh-studi Kevredigezh Kembre - Breizh, e Dolgellau, d'an 20 a viz C'hwevrer 2010

Daoust ma ne oa ket niverus an dud a oa deuet evit hon devezh-studi war ar brezhoneg (9 e oamp en holl), e oa plijus-tre emvod Kembre-Breizh e Dolgellau.

Goude bezañ paket ur banne kafe ganeomp, e oa krog Janig Bodiou gant he c'hentel gentañ. Goude un troc'h evit ur banne kafe all e oa tro Peggy Le Bihan da gelenn.

Merenn a oa bet debret ganeomp e ti-debriñ T. H. Roberts. Diabarzh an ti-debriñ zo bet miret evel ma oa pa oa stal, ha brav eo da welet. Dre ma oa leun a-walc'h pa oamp-ni degouezhet eno e oamp bet lakaet da zebriñ asambles er pezh a oa gwechall burev ar stal, ur sal vihan e-kreiz ar stal vras, met dispartiet diouti gant speurennoù gwer kaer.

Goude merenn e voe selaouet un tamm Tregerieg, bet enrollet, ha neuze e voe desket ur ganaouenn vrezhonek. Erfin e oa erru ar poent deomp derc'hel hon emvod bloaz. E kafedi Y Sosban e oa bet echuet an emvod-se, pa oa ret kuitaat Tŷ Siamas.

Divizoù an Emvod Bloaz

Divizet hon eus e vo ur stand gant ar gevredigezh en Eisteddfod e Glyn Ebwy, e miz Eost, hag ivez e vo dalc'het un devezh-studi ganeomp e miz Here en Aberystwyth.

Ur video all zo amañ: http://www.youtube.com/watch?v=VEwVsZFX1Eg

Trugarekaat a reomp Janig ha Peggy evit o labour. Plijet-bras omp bet o welet an holl re all ivez: Gwenno, Siân, Nic, Tecwyn, Rory ha Robin. Siwazh deomp e vo Peggy o tistreiñ da Vreizh e miz Ebrel hag evel-se n'hor bo ket tro da bediñ anezhi da gelenn c'hoazh.

No comments: