21/02/2010

Daou eus gouelioù Kembre

Kembre n'eo ket ken brudet evit he gouelioù evel Breizh, emichañs dre ma'z eo disheñvel-bras hengounioù ar gembraegerien diouzh re Breizhiz.

Abaoe an naontekvet kantved, dreist-holl, ez eo dedennet Kembreiz gant emvodoù evit lidañ ar c'hanañ hag ar varzhoniezh, met n'eo ket deuet an dudi-se da vezañ un dra evit sachañ touristed, ha ral a wech e vez gwelet Kembreiz treuzwisket e dilhad ar Grennamzer pe neuze oc'h asevel binvioù-seniñ peuzankounac'haet.

Dre an eisteddfodoù bihan, a veze dalc'het hogos e pep bourk e meur a gorn betek ar bloavezhioù 1970, hag a chom niverus a-walc'h, e vez meneget anatañ ar sevenadur kembreat. Goude an eisteddfodoù lec'hel e c'hall ar c'henstriver entanet ha donezonet mont war-raok d'an eisteddfodoù korn-bro. Bez' ez eus c'hoazh eus ar re-se, ket ken niverus ha gwechall koulskoude. Ar beg uhelañ eta zo tizhout an Eisteddfod vroadel.

Gant Urdd Gobaith Cymru ez eus ur frammadur heñvel: kenstrivadegoù er skolioù ha neuze eisteddfodoù korn-bro hag un eisteddfod vroadel. Hini vroadel an Urdd zo da vezañ dalc'het er bloaz-mañ e Llannerchaeron (pe Llanerchaeron - n'eo ket ken asur doare-skrivañ ar c'hembraeg ivez ur wechik an amzer), Ceredigon - nepell eus Aberaeron -
http://www.urdd.org/eisteddfod/

Etre an 31 a viz Mae hag ar 5 a viz Mezheven er bloaz-mañ e vo dalc'het Eisteddfod Vroadel an Urdd. Betek 100,000 a welenadennerien ha kement ha 15,000 oa genstriverien a gemero perzh er gouel. Miliadoù all a chomo er gêr evit sellet ouzh eurevezhioù hag eurvezhioù a genstrivadegoù war S4C: lazoù-kanañ, lazoù-seniñ, dañserien ha kanerien o-unan, yaouankiz o tibunañ pennadoù komz-plaen ha barzhonegoù, pezhioù-c'hoari, ha neuze disoc'hoù ar c'henstrivadegoù lennegel - ur gurunenn zo en eisteddfod-se dres evel en hini vrasañ (evit tud a bep oad) e miz Eost. Ouzhpenn-se e vez kenstrivadegoù ha diskouezadegoù arz.

Ur gouel disheñvel-bras eo ar Sesiwn Fawr (an Abadenn Vras) a vez, pe kentoc'h a veze hag a vo, dalc'het e Dolgellau. Un doare modernoc'h ha liproc'h da lidañ ar sevenadur eo hemañ, gant strolladoù pop hag all o seniñ hag o kanañ war ziv leurenn, ha nemet un nebeud a standoù o klask gwerzhañ marc'hadourezh. Evit meur a hini ez eo deuet ar genwerzhelezh hag ar pouez war yalc'hadoù bras digant ar gouarnamant, digant ar bankoù, digant ar greaterezh nukleel ha me 'oar-me, da noazañ spered ar brasañ eisteddfodoù, hini miz Eost peurgetket.

Liesseurt e vez ar selaouerien er Sesiwn Fawr, tud yaouank evit ar braz anezho met ur meskach yac'h a bep oad, evit gwir . Mav e vez an dud ha tommet e fri da veur a hini!

Warlene, e 2009, ne oa ket bet gallet derc'hel ar Sesiwn Fawr rak dre ma oa brein an amzer e-pad ar gouel e 2008, glav-bil spontus, e oa bet tapet £52,000 a zleoù. Spi a oa e c'hallfed adkregiñ e 2010, met c'hoazh emeur o klask sevel arc'hant da baeañ an dleoù kozh. E 2011, emichañs, ec'h adsavo ar gouel, hag an oberiantiz stag outañ a c'haller gwelet war ar bajenn Facebook: http://www.facebook.com/group.php?v=wall&gid=2374979441

Kanañ e saozneg hag e yezhoù all a vez klevet er Sesiwn Fawr, padal e chom reolennoù yezh strizh gan an Urdd ha gant an Eisteddfod Vroadel e miz Eost - pep tra e kembraeg hepken. Dre ma vez prientet ar Sesiwn Fawr gant kembraegerien avat, hag en ur c'horn kembraeger c'hoazh, ez eo anat d'an holl ez eus anezhañ ur gouel kembreat. Ur soñj kaer evit ho vakañsoù e Kembre e 2011? (E-tro an 20 a viz Gouere ez eo bet dalc'het betek-hen.)

No comments: