02/12/2009

Rener Nevez ar Strollad Labour e Kembre

Dilennet eo bet Carwyn Jones evel rener nevez ar Strollad Labour e Kembre, e-lec’h Rhodri Morgan. Moarvat e vo dilennet evel Kentañ Ministr Kembre er sizhun a zeu. Tapet en deus 51.97% eus ar mouezhioù, hag an daou gevezer all n’o deus bet nemet 29.19% (Edwina Hart) ha 18.84% (Huw Lewis).

Kembraeger a-vihanik eo Carwyn Jones ha lorc’h ennañ gant ar c’hembraeg.


http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8380000/newsid_8389500/8389568.stm

No comments: