Brasañ park-avel Kembre zo o paouez digeriñ nepell diwar aod y Rhyl en hanternoz.
War-dro 1.7 kilometr diouzh an aod emañ ar park, hag e dalc’h an embregerezh RWE nPower. Gant ar 25 a dredanerezioù-avel eno e vo kenderc’het betek 96 megawat tredan.
N’eus nemet ur vorenn pe ur barrad-glav a guzho ar park, pa astenn an tourioù, betek penn pellañ al laonennoù, 140 metr en aer. Dindan an dour ez eus 20 metr all ha neuze 20 metr diazez e strad ar mor. Pa zalc’her soñj eus se e weler perak e koust un tamm mat keroc’h sevel ar parkeier-avel er mor eget war an douar. Ober war o zro hag o adkempenn a goust ker ivez, anat eo.
Gouarnamant Breizh-Veur en deus lakaet da bal e vo kenderc’het, a-benn 2020, etre 5% ha 15% eus energiezh Breizh-Veur en un doare adnevezus.
Ar strollad SOS (Save Our Scenery), en hanternoz Kembre, diouzh an tu all, a lavar ez eo divalav an tredanerezioù-avel, er mor evel war ar menezioù, ha na c’haller ket kontañ warno da genderc’hiñ tredan pa vez ezhomm.
Ur parkad all war ar stern un tamm pelloc’h diwar aodoù hanternoz Kembre, Gwynt y Môr e anv, a vo brasoc’h kalz gant 250 a dredanerezioù-avel.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8380000/newsid_8388700/8388716.stm
No comments:
Post a Comment