27/07/2009

Strollad 'Brezhoneg' war Flickr.com

Ha luc'hskeudennoù hoc'h eus eus brezhonegerien, eus stajoù brezhoneg, eus skolioù brezhoneg, eus panelloù-hent brezhoneg, eus levrioù brezhoneg?

Bremañ ez eus ur gevrenn war al lec'hienn Flickr ma c'haller diskouez d'an holl, pe d'ho mignoned hepken mar kavit gwelloc'h, kement luc'hskeudenn hag a denn d'ar yezh.


Digoust eo hag un doare dispar da ziskouez d'ar bed a-bezh ez eo bev ar brezhoneg, implijet, karet ha komzet...



No comments: