28/07/2009

Dic'hoprañ betek kant den e Skol-Veur Kerdiz

Ur c'hant bennak a bostoù-labour, rann amzer evit ar braz anezho, a vo kollet er gevrenn eus Skol-Veur Kerdiz a ra war-dro ar c'helenn d'ar re n'int ket studierien amzer leun. Krennet e vo war an dispignoù dre droc'hañ un 250 bennak a rummadoù kentelioù.

Gant ar greizenn a ra war-dro ar c'hentelioù-se e vez, d'an ampoent, dalc'het 700 a rummadoù kentelioù e kant kreizenn disheñvel dre greisteiz ar vro.

Kemmoù en doare ma vez paeet ar goproù a zegaso ur c'hresk a 40%, tamm pe damm, ha hervez ar skol-veur nemet dic'hoprañ tud ha kinnig nebeutoc'h a gentelioù ne c'hall ober. E-touez an danvezioù-studi a c'houzañvo emañ ar c'hembraeg.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8170000/newsid_8171600/8171600.stm

No comments: