Drastus eo bet ar mouezhiadegoù evit ar Strollad Labour dre Vreizh-Veur a-bezh, met dreist-holl e Kembre hag e Bro-Skos.
Evit ar wech kentañ abaoe 1918 ez eo chomet Labour hep tapout an niver brasañ eus ar mouezhioù e Kembre. Ar Virourien, gant 21%, a oa er penn a-raok er wech-mañ, heuliet gant Labour 20%, Plaid Cymru 19%, UKIP (Strollad evit ur Vreizh-Veur zizalc’h – d.l.e n’eo ket en Europa) 13%, an Demokrated Frankizour 11%, ar Strollad Glas 6%, ha Talbenn Broadel Breizh-Veur (BNP) 5%.
30.4% eus Kembreiz o doa mouezhiet, 11% nebeutoc’h eget er wech diwezhañ. Pevar c’hannad a vo gant Kembre: unan gant ar Virourien, unan gant Labour, unan gant Plaid Cymru hag unan gant UKIP. A-raok e oa daou gant Labour, ha ne oa hini ebet gant UKIP.
E Bro-Skos, evit ar wech kentañ, ez eo aet gant Strollad Broadel Bro-Skos (SNP) an niver brasañ eus ar mouezhioù. 29% o deus votet evit an SNP (ur c’hresk a 10%), 20.8% evit Labour, 16.9% evit ar Virourien hag 11.5% evit an Demokrated Frankizour.
E Kernev-Veur, ma oad o tilenn ur c'huzul kontelezh nevez, e oa aet 34% eus ar mouezhioù gant ar Virourien, 28% gant an Demokrated Frankizour, 23% gant politikourien dizalc'h ha 4% gant Mebyon Kernow.
E mouezhiadgeoù Europa e Kernev-Veur e oa ar Virourien er penn a-raok, gant war-dro 46,000 a vouezhioù. Da heul e oa UKIP, gant war-dro 40,000 a vouezhioù, an demokrated Frankizour gant nebeutoc'h eget 30,000, ar Strollad Glas gant un 13,000 bennak ha Mebyon Kernow gant 11,500. Labour a oa deuet c'hwec'hvet gant nebeutc'h eget 8,500 a vouezhioù ha heuliet gant ar BNP, gant 5,000.
No comments:
Post a Comment