09/06/2009

Kriz ar skinwel kembreat

E-pad pemp miz ez eus bet ur poellgor oc'h imbourc'hiñ stad ar skinwel e Kembre hag en o danevellskrid e lavaront ez eus ezhomm d'ar gouarnamant reiñ £25 milion a-benn suraat dazont ITV Cymru (Skinwel Dizalc'h Kembre). Anez, emezo, e c'hallfe bezañ un diouer a abadennoù diwar-benn Kembre en dazont.

Hervez ar studiadenn-mañ ez eus bet un digresk e niver an abadennoù saoznek diwar-benn Kembre ha ma ne vez ket postet arc'hant foran en embregerezhioù skinwel, nemet war washaat n'aio stad an traoù. Evit a sell Kembre, nebeutoc'h-nebeutañ a genstrivañ zo etre ar BBC hag ITV, ha dre m'en deus roet Elis Owain, a oa rener ITV Cymru, e zilez, n'eo ket ken gwelet evel ur servij a-ratozh evit Kembre.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8090000/newsid_8090000/8090053.stm

Tra ma pad S4C da servijout ar gembraegerien e kav da veur a hini e vefe ret dispign muioc'h war abadennoù kembreat e saozneg. Anat eo e c'hallfe an dispign-se bezañ diwar-goust ar c'hembraeg, dreist-holl pa'z eo ken skort an arc'hant d'ar mare-mañ.

No comments: