13/05/2009

Reiñ lañs d’ur strategiezh evit ar c’helenn e kembraeg

Raktresoù nevez zo bet embannet gant gouarnamant Kembre evit kas war-raok ar c’helenn dre ar c’hembraeg. Hervez ar gouarnamant n’eo ket ingal e nep doare ar pezh a ginniger da’n ampoent, pa’z eus kement a gemmoù a vro da vro. Goulenn a ra ar strategiezh ma vo krouet gant ar c’huzulioù, ha gant ar re all a ra war-dro ar c’helenn, ur sistem klok hag efedus.

Gortozet e vo digant ar c’huzulioù ma vo kinniget ganto deskadurezh e kembraeg hag e saozneg, distag an eil diouzh eben, ha ma vo graet ganto enklaskoù e-touez tud ar vugale nevez-vet evit gouzout piv a c’houlenno bezañ kelennet e kembraeg / e saozneg.


Ar c’hiz eo bremañ lakaat palioù evit pep tra (daoust pegen goullo e vezont alies), hag anat deoc’h ez eus palioù e-kreiz ar strategiezh nevez-mañ. A-benn 2015 e vefe kelennet 25% eus ar vugale 7 vloaz e kembraeg (e-lec’h 21% e 2008), ha betek 13% e kresko niver ar skolidi o tremen o arnodennoù TGAU (GCSE e saozneg – arnodennoù tremenet peurliesañ da 15 vloaz) dre ar c’hembraeg (e-lec’h 10%). Muioc’h a skolaerien hag a gelennerien barrek da gelenn e kembraeg a vo ivez, ha muioc’h a zanvezioù-studi a vo kinniget dre ar c’hembraeg d’ar re a zo echu er skol ha c’hoant ganto bezañ stummet da heuliañ ur vicher.

No comments: