An hin o kemm, dleoù ar bankoù hag ar gouarnamant ken bras ken na c’haller ket o meizan~, ar brezel en Afghanistan hag ar gevier kontet evir reizhabegañ ar brezel en Irak.... N’eo ket an aferioù-se avat o deus lakaet tud ar bobl da vont en egar da vat, met kentoc’h ar frejoù bet paeet d’o c’hannaded er parlamant e Londrez. Un efed bras a c’hallfe ar reuz-se kaout war politikerezh Breizh-Veur pa zeu ar mouezhiadegoù, rak nebeutoc’h-nebeutañ a dud a fell dezho mouezhiañ evit ar strolladoù bras: Labour, ar Virourien hag ar Frankizourien Demokratel. E Bro-Saoz e c’haller bezañ sur e raio ar BNP (British National Party), eus an tu dehoù pellañ, muioc’h a verzh eget biskoazh.
E Kembre, daoust hag-eñ e vo ar £40 (ya, daou-ugent lur saoz) bet goulennet gant Lembit Opik, kannad Sir Drefaldwyn (Montgomeryshire) e kreizig-kreiz ar vro, evit paeañ un tell-gastiz, pa n’en doa ket paeet e dailhoù d’ar c’huzul lec’hel e poent, trawalc’h da lakaat e strollad, ar Frankizourien Demokratel, da goll ar c’horn-se? Ouzhpenn ar £40-se ez eus droug en dud o klevet e voe goulennet £2,499 gantañ c’hoazh evit prenañ ur skinweler plasma, ha diwar 2004, £68,031 evit e eil ti e Londrez.
Sir Drefaldwyn zo unan eus kreñvlec’hioù hengounel ar Frankizourien, met dalc’het eo bet gant ar Virourien ivez. Ar vroadelourien zo kreñv e kuzh-heol ar gontelezh met ur vro zigembraekaet eo ar braz anezhi, ha gant kalz eus nann-kembraegerien ar reter n’eus nemet dspriz ouzh ar c’hembraeg pe disfiziañs outañ.
Er votadeg e 2005 e oa aet 51.2% eus ar mouezhioù gant Opik, ha 27.5 hepken gant ar Virourien. Frealzus evitañ, da nebeutañ, e vo an holl geleier fall diwar-benn ar frejoù bet goulennet gant Mirourien zo. Douglas Hogg, da skouer, a voe ministr e gouarnamant diwezhañ ar Virourien, en doa goulennet arc’hant evit naetaat ur foz-difenn war douaroù e vaner.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8040000/newsid_8047500/8047561.stm
http://www.telegraph.co.uk/news/newstopics/mps-expenses/5312720/Douglas-Hoggs-moat-expenses-claim-The-letter.html
No comments:
Post a Comment