Unnek avank zo bet laosket da vevañ gouez e en Earra Ghàidheal (Argyll), Bro-Skos, evel lod eus ur raktres da zegas al loened-se en-dro er vro. Eus Norvegia eo bet degaset an avanked, loened ha n’eus ket bet anezho e Bro-Skos abaoe 400 vloaz.
Gwelet e vo ha gallout a reer addegas avanked e lec’hioù all dre Vro-Skos mar deu an taol-arnod da vat. Ar Scottish Wildlife Trust hag ar Royal Zoological Society of Scotland eo o deus roet lañs d’ar raktres-mañ.
Savet ez eus bet lochennoù a-ratozh evit an avanked, ha tamm-ha-tamm e vo tu dezho krignat evit en em zieubiñ. Evel-se e c’hallont ober anaoudegezh gant o zrowardroioù pa vint prest.
Pesketaerien an eoged zo e-touez ar re o deus enebet addegas an avanked, aon ganto ma vo stanket stêrioù bihan ganto. Gallout a rafent neuze herzel ouzh ar pesked rak tizhout al lec’hioù ma taolont o greun.
http://news.bbc.co.uk/1/hi/scotland/glasgow_and_west/8072443.stm
No comments:
Post a Comment