Eus holl gannaded Kembre, hervez kont, Adam Price, kannad Plaid Cymru (luc'hskeudennet amañ), a oa an hini nemetañ a oa gwelet mat, an hini nemetañ a oa muioc’h a dud a felle dezho e virout eget e gas kuit.
Peter Hain, a oa gwechall Ministr an Aferioù Kembreat, dindan Blair, ne oa gwelet mat nemet gant 16% eus mouezherien e bastell-vro, hag an hini gwelet ar gwashañ e oa ar paour-kaezh Frankizour Demokratel Lembit Opik, e kontelezh Trefaldwyn, rak 94% eus voterien ar c’horn-se a felle dezho e skarzhañ.
Anat eo e vo kemmoù bras pa zeu ar mouezhiadegoù.
No comments:
Post a Comment