13/04/2009

Politikourien Bro-Skos hep fiziañs er panelloù-hent divyezhek


Enskrivadur skoseg war ur feunteun en Inbhir Aora

Pa oa lec'h da grediñ e oa bet gounezet, tamm pe damm, ar stourm evit panelloù-hent divyezhek e skoseg hag e saozneg, e Bro-Skos e seblant bremañ n'eo ket ken tomm gouarnamant ar vro ouzh o yezh keltiek.

Gant Kuzul Douaroù Uhel Bro-Skos ez eus bet goulennet muioc'h a banelloù-hent divyezhek war an hentoù bras, en ur gregiñ gant an A82, met Ministr an Trañsportoù, Stewart Stevenson, a lavar e ranker adsellet ouzh efed ar panelloù war ar vleinerien a-raok mont pelloc'h.

Hervez ar ministr ez eus bet komz eus tud o lenn fall ar panelloù hag oc'h ober hanter-droioù risklus e-kreiz an hent goude.


E 2011 e vo savet un danvellskrid war ar panelloù a zo bet savet betek-henn met Poellgor Skoseg Kuzul an Douaroù Uhel en deus skrivet d'an aotrou Stevenson o lavaret ne vefe ket reizh lakaat termen d'ar politikerezh nevez betek 2011. Herevzañ, avat, ez eus enklaskoù kozh hag a ziskouez e kemerer pelloc'h o lenn panelloù pa vezont en ouzhpenn ur yezh.

http://news.bbc.co.uk/1/hi/scotland/highlands_and_islands/7928902.stm

No comments: