Anvioù an tiez hag al lec'hioù a chom e kernevveureg, alies a-walc'h, met ha bev eo ar yezh?
Tregont a yezhourien o labourat war 'Atlas ar Yezhoù en arvar' evit UNESCO, o deus heuliet ar voaz a lavaret ez eo aet da get div eus ar yezhoù Keltiek modern: ar C'hernevveureg hag ar Manaveg.
Meur a Gernevveurad hag a Vanavad kar-e-yezh zo droug ennañ gant an diviz-se, rak evito ez eo yezhoù hag a zo o adsevel a gomzont, ha n'eo ket yezhoù aet da anaon.
War a seblant ez eus e-tro 300 a gernevveuregerien ha miliadoù all a oar un nebeudig eus ar yezh-se. Hervez niveradeg 2001 e ouie 1,689 a dud pe komz, pe lenn pe skrivañ, Manaveg, diwar 76,315 a enezidi.
Stad seurt yezhoù a sell ouzh ar c'hembraeg hag ar brezhoneg ivez, dreist-holl pa veneg an niveradegoù, evit ar c'hembraeg, niver an dud bet desket un tamm kembraeg ganto er skol evel pa vijent kembraegerien da vat. Ar braz eus an nevezkembraegerien-se zo heñvel ouzh ar gernevveuregerien hag ar vanavegerien rak gwall nebeut a implij a reont eus o yezh, ha dre se e chom laosk a-walc'h o c'hrog koulz war ar c'heriaoueg evel war ar yezhadur, hag ur wech aet kuit eus ar skol e vez, alies, peurzilezet ganto.
http://news.bbc.co.uk/2/hi/uk_news/england/cornwall/7900972.stm
No comments:
Post a Comment