11/02/2009

Tro da gomz brezhoneg en Aberystwyth


O teskiñ brezhoneg emaoc'h? Brezhoneger oc'h? Ha plijout a rafe deoc'h kaout tro da gomz brezhoneg? Amañ en Aberystwyth en em vodomp evit brezhonegañ, a-wechoù en un ostaleri diouzh an abardaez met peurliesañ e kafedi ar Blue Creek, a-dreñv ar C'hoc'hu. An emvod a zeu a vo eno d'ar gwener, 20 a viz C'hwevrer, 2009, da 11 eur.... Hag ho kwelet a raimp?

No comments: