26/01/2009

An hanter-kantvet niverenn eus Breizh-Llydaw a vo e gwerzh a-raok fin sizhunvezh kentañ miz Chwevrer, 2009

...un niverenn all leun a bennadoù liesseurt, divyezhek (kembraeg ha brezhoneg) ar braz anezho. Ur sell ouzh buhez ha kanaouennoù Dom Duff, ur rentañ-kont gant Gwenno Piette war ul levr gant Pierette Kermoal, ur pennad-kaoz gant Liza Jacq, pennadoù diwar-benn an Ankoù, ur sell - gant Jaqueline Gibson -war timbroù bet treset gant unan eus skol ar Seizh Breur, eñvorennoù eus Port Creux war Enez Sark, lizheroù gant hon izili ha luc'hskeudennoù eus an dibenn-sizhunvezh e Nant Gwrtheyrn... hag evit klozañ ur genstrivadeg evit lidañ 50 niverenn eus ar gelaouenn - anvet Keleier Breizh / Newyddion Llydaw er penn kentañ ha dinadn renerezh Tecwyn Evans. Tro zo da c'hounit ur banniel, pe ur gwenn-ha-du pe un aerouant ruz....

No comments: