20/08/2013

Un dibenn-sizhunvezh e Kreizenn ar Yaouankiz e Llangrannog




Setu ur pennadig bet embannet nevez zo war ar gelaouenn Breizh-Llydaw. Skrivañ a ra Jaqueline Gibson diwar-benn hec'h avanturioù e Llangrannog...


N’eo ket dre zegouezh em en gaver e Llangrannog.  En em guzhat a ra ar gêriadenn e penn un hentig strizh-meurbet. A-benn tremen un nebeud devezhioù e Kembre ha chom hep klevet saozneg eo ret mont dre hentoù a-serzh, troidellek a-feson.  Soñjit ivez e Nant Gwrtheyrn: dres ar memes tra eo.  Neuze e c’haller lavarout e vefe gwelloc’h stad ar brezhoneg e Breizh ma vefe uheloc’h an tornaodoù ha gwashoc’h stad an hentoù.  Evit gwir, ne zeu da Langrannog nemet ar re a zo menet da vont di.  An douristed a zo gwelloc’h ganto kenderc’hel gant an hent bras ha mont da Aber-porth pe da gCeinewydd.

E miz Ebrel 2013, e Kreizenn ar Yaouankiz e Llangrannog, e oa bet prientet un dibenn-sizhunvezh studi war ar brezhoneg.  Savadurioù modern ha liesliv eo re yr Urdd, brasañ luskad evit ar yaouankiz en Europa.  Savet int bet war gostez ur devenn a sko war ar mor.  Pemzek mil den yaouank a zeu di bep bloaz, a lenner war ur skritell.  Na plijus an endro: salioù kousket, salioù kelenn, saloñsoù evit diskuizhañ, hag implijidi niverus a gomz kembraeg ganeoc’h.

Ar c’hafeteria zo sklaer, naet ha modern hag ar boued zo lipous: ar bara kornek a darzh e bruzunennoù etre ho pizied, frouezh e-leizh a vez kinniget kenkoulz ha saladennoù a bep seurt, lod anezho iskis, evel an hini graet gant tammoù beterabez mesket gant chug orañjez ha yaourt.  Ar re a blij dezho boued hengouneloc’h eus ar vro a c’hall debriñ silzig, fritez ha fav mesket en ur chaous tomatez.  Fonnus eo ar boued.  Daoust da se en em gavas c’hoazh an holl ac’hanomp er sal-debriñ d’ar sadorn d’abardaez evit ar banne te servijet gant ‘picau ar y maen’ ha ‘bara brith’.  Moarvat e oa bet ankouanac’haet ganeomp e vez servijet koan da 6e30 noz!

Ne zeu ket an dud da Langrannog evit ar boued nemetken, evit an oberantizoù e kembraeg ne lavaran ket.  Un dibab brav anezho zo, ha monitourien niverus evit ober war o zro.  An darn vrasañ eus hor strollad-ni a oa chomet da labourat war ar brezhoneg er salioù-kelenn, un nebeud all, ha me en o zouez, o doa dibabet ober skol louarn ha kemer perzh er sportoù kinniget. Tro a oa da neuial (e poull-neuial ar greizenn, pas er mor e miz Ebrel, memes tra!), da vont da vale diouzh an abardaez war ar wenodenn a gas da vourk Llangrannog a-benn gwelet an heol o vont da guzh er mor  pe a-benn pakañ ur banne en unan eus div davarn ar gêriadenn.  Unan eus an tavarnioù-se a oa diaes mont e-barzh, kement a dud a oa eno.  Ha Miss Marple a vefe ma anv gwirion?  Hervez ul lec’hienn internet, daoust ma vez ret paeañ evit parkañ er parkva bihan e kreizig-kreiz ar gêriadenn e vez daskoret priz ar parkañ evit ar re a chom da zebriñ er Ship Inn.  Hag an davarn-se a seblante bezañ an hini wellañ, met leun-chouk e oa bep tro hor boa klasket hor strollad mont e-barzh. 

Distroomp avat d’an oberantizoù kinniget. 



An dra en deus plijet dit ar muiañ: ar c’harting

Bouestoù leun a  dokarnoù, a vanegoù hag a harnezioù renket mat el lochennoù strewet war dachenn ar greizenn a lavar deomp eo prest an annezidi da esaeañ sportoù nevez, petra bennak o oad.  Kirri trouzus hag izel-tre ar c’harting o deus plijet din kalz.  Plijadur am eus bet oc’h ober troioù war an hent korvigellet, o klask mont hebiou d’ar c’hirri all hag o tont a-benn ken mat eus ma zaol ma voe graet ‘penn-petrol’ ac’hanon goude-se.

An dra en deus souezhet din ar muiañ:  ar skiañ

Goloet eo bet kostez un dorgenn gant ur pallenn bras-meurbet a gresk blev plastek gwenn warnañ evel ma vefe ur vroust divent.  Kozh a-walc’h avat eo ar pallenn-se ha neuze e veze ret d’ar vuhezourien skuilhañ meur a wech ur meskaj dour ha Fairy Liquid (un dourenn eus ar re anavezetañ evit skoatañ al listri) warnañ evit lakaat ar skioù da riklañ, hag evit skignañ c’hwezh-vat tro-war-dro moarvat.

An dra en deus dipitet din ar muiañ: ar marc’hegañ

Morse ne’m eus bet tro da vont war varc’h ha morse n’em eus ket bet keuz eus se, pa ne gavan tamm dudi ebet er c’hezeg.   Roit din ur marc’h avat, ha pa vefe evit un eurvezh nemetken hag ez on prest da vont em c’hoazez war e gein ha da heñchañ anezhañ tro-dro d’ar menaj.  Ha setu ar gudenn: daoust ma’m eus goulennet hag aspedet an aotre da ober tro ar menaj ma-unan-penn eo bet nac’het din ma c’hoant.  Meur a dro am eus graet, met ret e oa d’ur stajiad all heñchañ ma marc’h tro-dro d’ar menaj war-bouez ur gordenn.  Reolennoù surentez, na petra ’ta!
 
An dra iskisañ:  an tobogannerezh

E-kichen ar roudenn skiañ ez eus bet savet unan all evit toboganiñ.  Ret eo azezañ war ul luj ha riklañ betek traoñ an dorgenn.  Nemet kozh-Noe eo an hent plastek gwer-se, ha ret eo dourañ anezhañ.  Ha neuze em eus klasket riklañ met ne oa ket tu d’hen ober nemet e vefed tost ouzh kostez kleiz ar roudenn ma oa bet lakaet ur gorzenn dourañ, toulloù enni bep hanter metrad.  Ur strinkadenn a-zoare am eus bet neuze, gleb ma blev ha ma dilhad.  Daoust da se ne oa ket tu din da riklañ war ar roudenn-se. Kouezhet va biz-meud em zorn ha gleb-dour-teil on aet em sav ha me da gerzhet betek an  traoñ. Dre chañs ne oa den ebet o sellet ouzhin. 

Oberantizoù all:

-  an dañsal:  ‘Twmpath’ am boa lennet war follenn vruderezh ar stajig. Evit gwir e oa goulennet digant an stajidi deskiñ ‘dañs ar greizenn,’ unan savet war batrom un dañs amerikan e linennoù.  Aes e oa ar pazennoù met diaes a-walc’h e oa din kenderc’hel da lammat a-gleiz, a-gil, a-zehoù hag all pa seblante ken aes hen

ober en div vunutenn gentañ. Mont da greizenn ar yaouankiz ne ra ket ur c’hrennard ac’hanoc’h.

-  ar gwaregañ:  Pleustret em boa war ar gwaregañ teir pe beder gwech bloavezhioù zo pa oa ur grennardez eus ma merc’h ha pa glasken neuze ijinañ traoù eviti da ober e-pad ar vakansoù-hañv e Breizh.  Mat e oa ar gentel, nebeut-tre a gevezerezh a oa etrezomp avat. 

- Ar c’herdin izel: Heñvel a-walc’h ouzh ar c’herdin uhel, nemet ne vez ket mezevellet an dud, rak ar c’herdin-se n’int ket uheloc’h eget ur bouteg.  Chom hep koll e blom eo pal an oberiantiz-se.

- Ar c’hwadoù:  d.l.e. motoioù bihan gant rodoù tev.  Mat a-walc’h nemet n’ez aent ket buan a-walc’h evidon.

- An trampolin:  Plijadur am bije bet o vezañ bannet er vann hag oc’h ober lammoù faraon gant ur harnez en-dro da’m dargreiz met diwezhat-tre e oa ar monitour hag aet e oan kuit a-raok na oa erruet war al lec’h. 

Petra lavaret ouzhpenn?  Un dibenn sizhunvezh dispar am eus tremenet e Llangrannog, o komz brezhoneg ha kembraeg a bep eil, gant tud youlek, en un endro brav-eston.   Ra vo aozet ur stajig all e Kembre er bloaz a zeu!  Ha selaouet e vefen ma kinnigfen Kerdiz?

An dra en deus roet  ar muiañ a aon din:  ar c’herdin uhel

Evel an ‘akrobrañch’ eo nemet e c’hoarvez e-barzh ul lochenn divent.  Daou vetr a-us d’al leur ez eus bet savet un hent a ra mui pe vui tro ar mogerioù,

hag an hent-se zo graet gant kerdin, neudennoù dir, plankennoù koad ha ouedoù bras.  Bep an amzer ez eus ul leurennig goad stabil ma c’heller chom a-sav hag arvestiñ ouzh ar re all a zo, evel-just, kalz oueskoc’h egedoc’h. Mezevellet aes e vezen ha neuze, daoust ma m’eus graet ur wech tro ar sal en ur ober gant ar c’herdin-se, em eus kavet gwelloc’h sellet ouzh ar re all oc’h ober o eil tro en ur zougen ur werennad dour hag o zrede tro (ar wech-mañ e oa mouchet o daoulagad).  Nec’het on oc’h anzav em eus nac’het ivez kemer perzh er prantad nesañ, d.l.e. krapat gant ur voger peget enni tammoù plastek munut a zo sañset dougen pouez ho korf ha reiñ deoc’h ur c’hrog d’ho pizied.








No comments: