01/05/2013

Madison Tazu e Roazhon



Madison Tazu, studierez e Skol-Veur Aberystwyth, a zo bet o tremen un trimiziad e Skol-Veur Roazhon, dindan ar raktres Erasmus. Evit niverenn miz Ebrel 2013 eus Breizh-Llydaw e voe savet ganti ur pennad diwar-benn ar mizvezhioù bet kaset ganti en ur gêr vras ma ne ouie ket ar yezh implijetañ met ma oa mennet da gomz brezhoneg. Da'm soñj e c'hallfe plijout da dud ha n'int ket koumanantet d'ar gelaouenn lenn ar pennad-se hag amañ emañ eta.



Tri mizvezh e Breizh





Madison e Kerdiz


Ma c'hentelioù galleg a oa kroget en eil miz ivez gant ur gelennerez eus ar c'hentañ, unan ha na implije nemet galleg en he c'hlas. Ar c'hentelioù-se a oa mat-tre ha leun a startijenn met evit an eil gwech em boa kollet ur gelennerez d'an ospital. Eno e oa ar paour kaezh plac'h e-pad div sizhun, ha goude bezañ klañv ma-unan ivez ne oan ket deuet a-benn da gaout kalz a gentelioù galleg. N'ouzon ket ha sourset on, ha tonket da viken da chom hep deskin galleg, met betek henn ne'm eus ket graet!





Madison dirak ar Westport e Roazhon


Gant reuz e oa kroget ma frantad e Breizh ha gant reuz c’hoazh e oa echuet. Ar sul e oa an deiz ma ranken nijal en-dro da Gembre. Goude ober ma malizenn ha leuniañ ma sac’h e oan aet d’ar Republik, gant ur vignonez din, gant an tren-buzhug. Na stafuilhiet e oan o tont da c'houzout ne oa karr-boutin ebet da sul evit mont d'an aerporzh! Ma'm bije c’hwitet ma c'harr-nij e vije bet ken ker dont en-dro gant unan all ma vije bet gwell din tremen an Nedeleg e Breizh.


Div sizhunvezh zo e oan deuet en-dro eus Breizh da Gembre, ha gant an nozvezhioù labour dibaouez, hag en abeg d’ar skuizhder hag ar yec'hed fall a vez degaset ganto, ne'm eus ket bet kalz a dro da brederiañ war ma buhez e Breizh. Dre ma’m eus amzer bremañ, avat, ha p’emañ prederiek ma imor, e kontin deoc'h un nebeud traoù eus an amzer bet tremenet ganin du-hont, ha peseurt sonjoù eus ho pro gaer a chom em fenn.


Marteze ne oan ket gwall fur pa oan o prientiñ evit mont da Vreizh; gouzout a raen e vefe ar galleg ar yezh a vefe komzet ar muiañ eno, met daoust da se ez eo ar brezhoneg a oa chomet em fenn, pa oa peurzeskiñ ar yezh-se a oa pennañ pal ma beaj! Klasket em boa ober ur sizhunvezh staj war ar galleg en Aberystwyth a-raok mont da dir hon c’hendirvi tramor, met siwazh e oa savet meur a gudenn - ne oa ket studierien a-walc’h hag ur gwallzarvoud en doa lakaet ar gelennerez en ospital - ha nullet e oa bet ar staj, ha ret e oa din mont da Vreizh hep gouzout netra muioc'h eget 'ça va?' 'bonjour' ha 'pain au chocolat'. Pa sellan en-dro eo anat din, adal ar penn kentañ, ne oa ket ma flanedenn kaout tro da studiañ galleg.


Ar veaj a oa aes-kenañ, evit gwir. Ne oa kudenn ebet gant ar c'harr-nij, na gant ar c'harr-boutin na gant an tren-buzhug. Ur skoilh diaes a oa e penn ar veaj avat. Degouezhet e oan e Keryann, met neuze e oan en em gavet peurgollet abalamour d’ar c’hemennadurioù fall a oa bet roet din gant ur sekretourez a oa bet kemmesket ganti etre an tu kleiz hag an tu dehoù. Soñj am eus em boa kerzhet ha kerzhet ha goulennet an hent ouzh meur a zen. Den ne ouie mat evelato ha bep tro e vezen kaset war un hent fall all. Marteze ne vijen ket bet gwall strafuilhiet pa ne vijen ket bet o tougen ur valizenn 20kg en un dorn, hag ur sac’had all, 15kg, war ma c'hein. Goude teir eurvezh e santen evel ma'm bije graet un hentad soudarded. Poan am boa e pep lec'h! A-benn ar fin em boa goulennet ouzh unan all c’hoazh, hag evel pa vefe un nerzh kuzh oc'h ober war ma zro e oa brezhoneger hemañ ha gouzout a ouie an hent! N’eus ket ezhomm da lavaret em boa kousket evel ur babig en noz-se.


An div sizhunvezh kentañ a oa ar re ziaesañ, hep mar ebet. Aozet e oa bet kalz a draoù evit ar studierien ERASMUS ha ret eo din meuliñ Skol-Veur Roazhon evit-se. Graet e vez war dro ar studierien mat-tre, da lâret eo, war-dro ar re a oar galleg. Bemdez e oa bet aozet emvodoù ha banneoù met kement tra a oa a oa bet prientet e galleg, evel-just, rak er Frañs e oan! Siwazh ne'm boa ket talet ouzh an diaesterioù en doare gwellañ, hag e-lec'h tennañ mad eus ma zro da anavezout an dud em lojeiz e oan en em serret warnon ma-unan. Kement a vezh am boa pa ne ouien ket galleg ken ne gomzen gant den ebet em lojeiz e-pad an div sizhun gentañ. Ma diouiziegezh eus ar galleg a oa evel ur sekred lous na felle ket din e vefe diskuilhet da’r re all, un dra da guzhat rak ma c'henlojerien. Gortoz a raen gallout kregiñ gant ur staj galleg a-raok ma krogfe an trimiziad war brezhoneg ha pa oan deuet da c'houzout ne vefe ket staj galleg ebet a-raok miz Here e oan dipitet-tre. Gouzout a raen ne vefen ket dedennet a-walc'h da labourat war ma galleg ur wech kroget ar c'henteliou brezhoneg, rak studiañ brezhoneg. goude holl, a oa ma fal.


Poan ha strafuilh an div sizhunvezh kentañ a chomo ganin da viken sur a-walc'h. Darbet e oa bet din mont sot. Ur pennad nevez a’n em zigoras din pa oa kroget ar skol-veur, koulskoude. Ne c'hallan ket displegañ deoc’h pegen brav e oa bezañ er gentel vrezhoneg kentañ hag adkavout n’eo ket hepken ma zeod, met ivez ma sonjoù ha zoken ma fenn! Klevout brezhoneg flour ar c'helenner a oa ken plijus evel pa vijen o tañva lommoù kentañ ur banne dour fresk goude div sizhunvezh sec'hed.


Mont da Vreizh ne oa ket un choaz skañv. Prederiet em boa kalz en a-raok diwar-benn an amzer a dremenfen eno, hag aet e oan di gant raktresoù. An dra bouezusañ din a oa mont war-raok gant ma brezhoneg ha chom hep plegañ d'am digalonegezh dre ma santen digenvez; un dra ha na oan ket deuet a-benn d'ober en Aberystwyth.



A-benn an eil sizhun e oan kalonek a-walc'h da ginnig mont da bakañ ur banne kafe gant studierien all ha daoust din bezañ un tammig nervus en ur c'houlenn e oa, erfin, ur mennozh mat. Degemeret mat e oa bet ma c’hinnig.


En eil miz ez ae an traoù war-raok ha tro a-walc'h am boa da vont da festoù-noz, d'ar Genstrivadeg Kunujenniñ ha da nozvezhioù mezv er Westport hag e Ty Anna gant darn eus ma c’henstudierien. Ne oa ket peurvat an traoù a-hed ar wech koulskoude. Soñj am eus eus bezañ dipitet-tre un nozvezh pa'm boa kinniget da veur a zen war ‘Dremmlevr' mont da evañ ur banne; respont ebet ne’m boa bet ken an deiz war-lerc'h! Diaes e c'hall bezañ chom entanet pa vez ret d’an den ober strivoù e-unan atav. Komprenet em boa avat o deus an holl dud o aferioù hag o falioù o-unan hag ivez ne'm boa-me nemet 3 miz da dennañ gounid eus un endro vrezhonek p’o doa an holl studierien all bloavezhioù d’ober ar memes tra. Disheñvel e oa hon falioù. Klasket em boa mont da emvodoù sizhuniek, evel hini a vez dalc'het e Ty Mamai gant brezhonegerien virvidik, hag ar predoù a vez aozet bep sizhun ma c’hall an dud debriñ merenn ha komz brezhoneg gant ur c'helenner eus ar skol-veur. Dre an emvodoù-se em boa gwelet pet a dud a oar brezhoneg e Roazhon ouzhpenn ar studierien - ur bern!


Traoù zo am boa kavet diaes-tre er c'hentelioù e Roazhon. Implij ar galleg a oa an dra ziaesañ ha kollet am boa meur a dra dalvoudus abalamour da se. An dra washañ a oa ar frazennoù galleg a veze ret din treiñ e brezhoneg; pebezh afer! Ma doare d'ober se a oa treiñ galleg-saozneg, saozneg-kembraeg, kembraeg-brezhoneg.Da nebeutañ e c'hallan lâret ec’h anavezan mat al lec’hienn ‘Treiñ Google’ bremañ… Ma geriadur galleg-kembraeg a’m skoazelle da resisaat traoù zo, rak fall e troe ‘Treiñ Google’ alies. Evel ma c'hellit soñjal, n’eo ket buan ez aen war-raok. Spontus c’hoazh a oa erruout en un arnodenn yezhadur, nervus-kenañ, ha kavout an holl c’houlennoù e galleg. Fallañ ibil er c’harr a wigour da gentañ, neuze ned in ket da glemm pelloc’h!


Ma zroiad e Roazhon en deus diskouezet din ez eus koulz techoù fall ha perzhioù mat en holl skolioù-meur; unan eus an traoù gwellañ e Roazhon e oa an eurvezhioù kelenn niverus. Dipitet a-walc'h on bet gant ar pezh a vez kinniget evit ar yezhoù en Aberystwyth, nemet 6 pe 7 eurvezh bep sizhun hag evit ur priz ker a-walc'h, £3,400. E Breizh e vez kinniget div wech an niver-se hag an aotregezh a goust nebeutoc'h eget ur c'hard eus ar priz a vez paeet e Kembre. Spi am eus e kompreno ar skoliou-meur e Breizh-Veur un deiz ne vez ket desket ur yezh gant ken nebeud eurvezhiou pa ne glever nemet ur yezh all er-maez eus ar c’hentelioù. E Roazhon ez eus un endro c’hallek hag en Aberystwyth unan saoznek. Ret eo ober strivoù evit krouiñ un endro er yezh keltiek en eil lec’h hag egile.


Gouel Yaouank (1) - luc'hskeudenn Mabon Llŷr http://blog.mabonllyr.com/yaouank-2012/
Unan eus an eñvorennoù gwellañ eus ma frantad e Roazhon eo ar fest sonerezh Yaouank e miz Du, aozet ma oa gant ur brezhoneger hegarat ha speredek hag a brizie a-walc’h strivoù ar re estren da zeskiñ brezhoneg ma roas deomp bilhedou digoust! Brav e oa bezañ ur boud eksotek evit ur wech! Ha lâret a ran 'deomp' rak tud all eus an estrenvro a oa er c'hlasoù brezhoneg ganin: ur plac'h eus Rusia hag ar paotr eus ar Stadoù-Unanet a zeue brav ar brezhoneg ganto. Ur c'houplad e oant ouzhpenn. Moarvat e vo komzet meur a yezh gant o bugale mar bez ganet bugale dezho. Yaouank a zalc'h sonadegoù, festoù-noz ha traoù all gant sonerien hag a gan e brezhoneg. Nag a blijadur am boa bet o vont d'an nozvezhioù-se hag o welet ar memes tud o komz brezhoneg. Kevredigezh ar vrezhonegerien e oa deuet war-wel din en nozvezhioù-se.


Gouel Yaouank (2) - luc'hskeudenn Mabon Llŷr http://blog.mabonllyr.com/yaouank-2012/
Dre c'hras Doue e oan deuet a-benn da vont e darempred gant ur vignonez all gant ur c'harr-tan, ur plac'h eus ar c'hentañ hag a oa bet pinvidkaet ma amzer e Breizh ganti, ha kaset e oamp di e koulz hag e kentel. Ar reuz a oa deuet da vezañ ar chañs vat, rak evel-se em boa tremenet ma eurvezhioù diwezhañ e Breizh gant div vignonez e-lec'h gant unan nemetken.


Ur blijadur vras a oa gortoz ar c'harr-nij ganto, ha ne vo ket disoñjet buan hor pred diwezhañ asambles rak kig kangarou a oa war roll ar meuzioù ha ni hon-zeir hor boa debret ar c’hig-se evit ar wech kentañ. Mat eo oa. Pebezh doare dic’hortoz da echuiñ ma zrimiziad e Breizh! Troioù fall ha troioù kaer am boa bet ha kalz skiant-prenet da heul. Biken ne zisoñjin kalonoù brokus ar Vretoned ha gant plijadur e c'hortozan an dro da zistreiñ. Breizh da viken!


Ar Skol-Veur Gozh, Aberystwyth, m'emañ Madison o studiañ e Kembre








No comments: