Un dibenn-sizhunvezh eus ar c'hentañ hon eus bet e Kamp Urdd Gobaith Cymru e Llangrannog. Luc'hskeudennoù a weler amañ:
http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/sets/72157606615541752/
Trugarez da vMona, da vBleuenn ha da dTomaz evit ober skol, ha d'an holl re all a oa deuet - re blijus gwitibunan! Spi am eus e vo savet pennadoù e brezhoneg gant darn... Embannet e vint e "Breizh-Llydaw". Siwazh, un tamm dale zo gant ar gelaouenn-se er bloaz-mañ ha niverenn miz Meurzh n'eo ket bet embannet c'hoazh. Pa'm bo tro e vo graet evelato!
No comments:
Post a Comment