Keloù hon eus bet digant Roudour....
"Laouen omp o kinnig deoc'h hor gwellañ hetoù evit 2013. Stajoù a-bep-seurt hon eus da ginnig deoc'h er sizhunioù hag er mizioù da zont.
Andrev Sezneg, konter ha stummer gant Roudour, a raio war-dro ur staj kontañ e brezhoneg. Digor eo d'ar re a oar brezhoneg hag a fell dezho deskiñ mestroniañ teknikoù ar c'hontañ. Padout a raio 5 devezh hag e Kemper e vo dalc'het da goulz vakañsoù skol an nevezamzer.
Evit an trede gwech e kinnigimp ur stummadur evit ar re a fell dezho deskiñ ar vicher a gelenner d'an dud deuet. E Kemper e vo dalc'het ar bloaz-mañ ha kregiñ a raio e-kreiz miz Mae.
Ar stummadur barrekaat a grogo d'ar 04 a viz Ebrel. Digor eo d'ar stajidi oc'h heuliañ ur stummadur 6 miz ar bloaz-mañ, d'ar re zo bet oc'h heuliañ ur seurt stummadur ha d'an holl re a oar brezhoneg hag a fell dezho mont pelloc'h gant ar yezh.
Stajoù berr a vo da vare ar vakañsoù skol. Unan a vo e Kemper e fin miz C'hwevrer, unan all e Kemper e fin miz Ebrel hag unan all e Brest, e fin miz Ebrel. Un doare fakturenniñ nevez a vo implijet: adal an eil staj heuliet er bloavezh e vo graet gant ar priz izel."
No comments:
Post a Comment