Un devezh-studi war ar c’hembraeg a vo dalc’het...
...e Landreger, e sal an Eskopti Kozh, straed Perdreries, d’ar Sadorn 10 a viz Du.
Kregiñ a raio da greisteiz. Komzet e vo kembraeg (brezhoneg ne vo ket difennet penn-da-benn).
Daou live a vo kinniget : unan evit ar re a gomz mat pe madik, hag unan all evit ar re o deus studiet kembraeg bloavezhioù zo.
Kaset e vo ar c’hentelioù en-dro gant Madison ha Mabon, daou Gembread yaouank a zo o studiañ pe o kelenn e Skol-Veur Roazhon.
Degasit un dra bennak da zebriñ. Kafe, te ha chistr a vo kinniget.
Gallout a rit parkañ pe tro-dro sal an Eskopti Kozh, pe war Blasenn ar Republik.
ROLL AN DEVEZH:
12e00 – 13e30: merenn (e kembraeg dreist-holl)
13e30- 15e00: kentel gembraeg
15e00- 15e20: kafe
15e20- 16e30: kentel gembraeg
Priz: 15€
Jacqueline Gibson
llydawes1@yahoo.com
02 96 92 36 75
http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/3784190313/
No comments:
Post a Comment