16/01/2011

Komz brezhoneg er Chapter, Kerdiz - Siarad Llydaweg yn y Chapter,Caerdydd (4)

Plijadur o deus bet izili eus Kevredigezh Kembre-Breizh o vrezhonegañ e Kreizenn ar Chapter e Treganna, Kerdiz. D'ar sadorn 15 a viz Genver e oamp en em gavet eno, tud a bep live, koulz tud o deus kroget da zeskiñ brezhoneg e 2010, ha re a gomz flour ar yezh. Pevar eus an dud a oa deuet a oa eus Breizh, brezhonegerien a-vihanik daou anezho.

No comments: