Gant Kuzul Kerdiz e oa bet lakaet en arvar dazont miliadoù eus koshañ ha ralañ levrioù Kembre, war-dro 175 anezho oberennoù bet moullet a-raok 1500.
Da vezañ gwerzhet en ur werzhidgezh d'an uhelañ diner e Londrez e oant, rak fellout a rae d'ar c'huzul kavout an dizober anezho ha lakaat levraouegoù Kerdiz da bleustriñ penn-da-benn war levrioù poblekoc'h
Ur 14,000 a oberennoù zo en dastumadenn a oa da vezañ gwerzhet, darn anezho eus dibenn ar 15vet kantved. Bremañ avat ez eus bet divizet reiñ bod d'al levrioù e Levraoueg Skol-Veur Kerdiz.
Fuloret e oa an dud ouiziek gant soñj ar c'huzul met deuet eur a-benn da gavout £1.2 milion digant Gouarnamant ar Vodadeg ha Kuzul Skorañ an Deskadurezh-Uhel e Kembre evit cheñch plas dezho.
Ur wech bet graet war-dro war an dastumadenn evit ma vo miret mat e vo posubl d'an dud gwelet al levrioù. Diwezhatoc'h e vo ivez stummoù niverennel eus darn anezho war ar Gwiad.
http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/south_east/8550408.stm
http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/4093790402/
No comments:
Post a Comment