02/03/2010

Ur mell aerouant ruz evit Kembre

Embannet ez eus bet ur raktres da sevel delwenn ur pezh aerouant kembreat, ar brasañ delwenn e Breizh-Veur hag ar 15vet brasañ er bed, nepell diouzh y Waun (Chirk) e biz Kembre, war ar harzoù ar vro.

Tost 23 metr e vo uhelder an aerouant, met dre ma vo war ur soledenn e savo tremen 64 metr en aer.

Koustañ a raio £6 milion (6,617,409 €) ha krediñ a reer e c'hallfe bezañ war al lec'h a-benn an Eisteddfod Vroadel e Wrecsam (Wrexham), er memes korn, e miz Eost 2011.

http://www.golwg360.com/Newyddion/cat5/Erthygl_10312.aspx

No comments: