22/10/2009

Skorañ an embann e kembraeg

Gant Alun Ffred Jones, Ministr ar Glad e gouarnamant Kembre ez eo bet embannet ar raktresoù evit an embann e kembraeg.

Kuzul Levrioù Kembre eo a vo karget da rannañ an £300,000 (333,295 €) a vo roet da skoazellañ an embannerien e 2010-2011, ma vo gwellaet live o marc’hadourezh, ma vo gwerzhet muioc’h a levrioù ha ma vo dalc’het postoù-labour e broioù war ar maez.

Dispignet e vo £80,000 oc’h embann, da nebeutañ dek a levrioù diazezet war ar fedoù, hag o sellet war arvezioù eus an arzoù-gwelet, evel al luc’hskeudennerezh hag an treserezh.

No comments: