11/07/2009

Raktres evit ar c'hembraeg e Patagonia

A-benn reiñ muioc'h a dro da Batagonaiz e bro Chubut komz kembraeg e vo lañset ur raktres tri bloavezh nevez eno.

'Liammoù istorel ha sevenadurel kreñv zo etre Chubut ha Kembre,' eme Alun Ffred Jones, Ministr ar Glad e gouarnamant Bodadeg Vroadel Kembre. Roet e vo £162,000 d'ar raktres, neuze, £21,000 muioc'h eget na oa bet roet evit an tri bloavezh tremenet.


Adalek 1997 ez eo bet gouarnamant Kembre o skorañ ar c'hembraeg e trevadenn gozh ar vro e kreisteiz Amerika. Paeet e vez 1. da gelennerien mont da Batagonia a-benn skoazellañ el lec'hioù ma c'haller kaout un efed gwirion, 2. evit stummañ kelennerien eus ar vro, 3. evit lañsañ oberiantizoù ha derc'hel stajoù ha klasoù kembraeg.

Kuzul Breizh-Veur eo a ren ar raktres a-berzh gouarnamant Kembre, ha kenlabourat a reer gant Kevredigezh Kembre-Arc'hantina (Cymdeithas Cymru-Ariannin) ha gant Kreizenn Deskadurezh evit an Oadourien - Kerdiz ha Bro Morgannwg - e Skol-Veur Kerdiz.

http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8140000/newsid_8140900/8140911.stm

luc'hskeudenn: http://www.flickr.com/photos/benandalmon/78670055/

No comments: