Ysgol Ifor Hael eo anv ar skol gentañ-derez a zo o paouez digeriñ e Casnewydd, kêr vras saoznekañ kreisteiz Kembre.
N'eus ket pell zo e oa bet digoret ur skol gembraek all e Casnewydd met dre ma oa re a skolidi evit ar skol-se ez eo bet ret digeriñ unan all. Lavaret a ra lod e vo ezhomm eus un trede skol a-benn un nebeud bloavezhioù, rak fellout a ra da vuioc'h-mui a nann-gembraegerien e vefe skoliataet o bugale e kembraeg. Gwelet a ra an dud, da gentañ, ne goll o bugale netra dre vezañ en ur skol gembraek, ha de eil, e c'hounezont ur yezh hag ur sevenadur a bep seurt dre vezañ en unan. Ar c'hembraeg a zigor dorozioù hag a ledana spered ar skolidi.
Ifor Hael (Ivor Vrokus) a oa unan eus paeroned Dafydd ap Gwilym, barzh brudetañ ar c'hembraeg, er pevarzekvet kantved.
http://news.bbc.co.uk/welsh/hi/newsid_8140000/newsid_8144900/8144901.stm
No comments:
Post a Comment