29/07/2009

Aerouant sav-e-lost?


T-cheurtoù ha tasoù nevez ar Gevredigezh Kembre-Breizh a vo da brenañ evit ar wech kentañ en Eisteddfod Vroadel e bro y Bala.
Priz an T-cheurt eo £8, ha priz an tas £4.50 pe 2 evit £8

Mar bezit en Eisteddfod, arabat mont d'ar gêr hep prenañ meur a hini!

An dresadenn war tasoù nevez ha T-cheurtoù nevez ar gevredigezh a c’hallfe feukañ ar re a lavar e tegas mezh da Gembre tresañ an aerouant ruz hep na vefe savet e lost. Hervez kont e voe breutaet an afer-se un nebeud bloavezhioù zo, pa oad o klask dibab un arouezlun evit Kerdiz. War a lavarer, ur pennad a oa bet embannet war ar gelaouenn The Western Mail o c’hoapaat aerouantoù o lostoù war ziskenn.

Ez istorel, avat, ne oa tamm diforc’h ebet ha savet e oa lost aerouant Kembre pe ne oa ket. N’eo ket savet lost an aerouant war ardamez Harri (Henry) VIII, hag evel-se emañ ivez an hini war ardamez kêr Aberystwyth.

Raktres an tasoù hag an T-cheurtoù nevez a zo da werzhañ gant ar Gevredigezh Kembre-Breizh a ziskouez an aerouant, un ardamez kembreat, hag an erminig.

Dalc’hit soñj da brenañ un T-cheurt hag un tas war tachenn an Eisteddfod. Krediñ a c’haller e vo klask war tasoù kozh ar Gevredigezh a-benn nebeut rak peurwerzhet int bet ha freuz-stal zo bet e ti an hini o c’henderc’he.

http://flagspot.net/flags/gb-wales.html

No comments: