26/06/2009

Peter Hain, Ministr an Aferioù Kembreat, o ruzañ botoù

D'ar 24 a viz Mezheven, e parlamant Westminster, Londrez, e oa da vezañ breutaet digreizennañ ar galloud da lezenniñ evit ar c'hembraeg, met daleet e oa bet ar gendael.

Lavaret en doa Peter Hain, a zo bet adanvet Ministr an Aferioù Kembreat goude bezañ kollet e garg e-pad ur pennad abalamour da zireizhderioù a-fed e gontoù, en defe pep kannad a Vro-Gembre tro da gomz diwar-benn ar mennozh en un emvod a vefe dalc'het d'an 8 a viz Gouere. Goude-se avat e oa bet embannet gan Ministrerezh Kembre (y Swyddfa Gymreig) e vefe gwell dibab un deiziad diwezhatoc'h m'o defe ar gannaded muioc'h a amzer da sellet ouzh an titouroù.

Pediñ a ra Cymdeithas yr Iaith an dud da bouezañ war Peter Hain da gas an erv da benn, ha n'eo ket ruzañ botoù evel-se.

http://cymdeithas.org/2009/06/15/mynnwch_fod_peter_hain_yn_gweithredu_dros_y_gymraeg.html

No comments: