Ouzhpenn 300 den a bet o vanifestiñ dirak Sened Kembre e Bae Kerdiz dec'h. Prientet e voe ar vanifestadeg gant Cymdeithas yr Iaith a-benn sachañ evezh war an ezhomm da c'houlenn muioc'h a wirioù, ma c'hallor lezenniñ evit ar c'hembraeg amañ e Kembre, hep goulenn aotre Londrez.
E-touez a re a voe o prezegenniñ e oa Hywel Teifi Edwards, kelenner skol-veur war e leve, hag Angharad Mair, abadennourez skinwel hag a lavare ne oa bet james, betek neuze, e manifestadeg ebet, met a gave dezhi e oa reizh dezhi, ha hi o c'hounit he bara o komz kembraeg er skniwel, sevel he mouezh gant difennerien all ar c'hembraeg. Jack Griffiths a oa eno ivez, a-berzh ar Strollad Glas, Catrin Dafydd, skrivagnerez, hag Adam Price (gwelet amañ), kannad Plaid Cymru evit Reter Caerfyrddin ha Dinefwr.
http://cymdeithas.org/english/
No comments:
Post a Comment